E miz C’hwevrer 2013 e oa bet sinet ur c’henemglev a-ratozh etre Ministrerezh ar Sevenadur hag Ofis Publik ar Brezhoneg ; gant ar c’henemglev-se e ouestl RRAS Breizh skoazellañ lakaat ar raktres « Meurgorf » e plas en ur ober 3 bloaz.
Adalek ar 24 a viz Mezheven 2014 e c’haller gwelet ar stumm 1añ eus ar geriadur-mañ enlinenn e-barzh lec’hienn OPAB : meurgorf.opab-oplb.org. Kinniget eo bet dirak an it.Lena Louarn, prezidantez OPAB ha besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh, an ao.Frañsez Favereau, prezidant Kuzul-skiantel OPAB, an ao.François Erlenbach, rener RRAS Breizh, an it.Martine ar Bras, dileuriadez RRAS Breizh e kuzul-merañ OPAB hag an ao.Bruno Dartiguenave, kuzulier RRAS Breizh war an dielloù, ar glad skrivet, al lenn hag al lennadurioù.
Graet eo ar geriadur evit bodañ, en un diaz titouroù, korpus ar gerioù brezhonek anavezet en e bezh (adstummoù hag all) adalek mare ar c’hrennvrezhoneg betek an deiz a hiziv. 55747 pennger zo evit ar mare.
Gant ur frizenn gronologel e vez diskouezet skouerioù eus implij ar gerioù brezhoneg en o c’hendestenn. Eus oberennoù dave ez eo bet tennet ar skouerioù. Skrivet eo bet pep skouer en doare-skrivañ orin ha goude-se, ma’z eus bet ezhomm, int bet adskrivet diouzh an doare-skrivañ a vremañ abalamour da vezañ komprenet aesoc’h.
Ar « wiaderien » a fell dezho a c’hallo ezporzhiañ ar skouerioù a gaver en diaz evit kement ger a zo.
Er geriadur e kaver ivez evit pep ger an holl stummoù anavezet deveret diwarnañ, e-giz-se e vo gallet sevel arloadoù evel difazierien reizhskrivadur pe skoazellerien da skrivañ evit ar pellgomzerioù hezoug.
Hag evit echuiñ e vo ouzhpennet termenadurioù tamm-ha-tamm.
Renablet eo ennañ ivez an adstummoù istorel pe rannyezhel.
Meret penn-da-benn enlinenn eo ar raktres Meurgorf. An dud a venn kemer perzh er raktres-mañ en ur binvidikaat ar geriadur gant skouerioù nevez a c'hall mont e darempred war-eeun gant skipailh an Ofis publik.
An evezhiadennoù0