Un abadenn sinema evit ar vugale a vo aozet gant Daoulagad Breizh er sal L'Hermine e Plouha d'ar Yaou 20 a viz Meurzh 2014 da 9 eur 30 diouzh ar mintin.
Baleadenn Babouchka eo anv an heuliad 4 film a vo kinniget e-keit an abadenn, filmoù berr savet diwar vojennoù ha kontadennoù pobloù Rusia. Da 10 eur 45 e vo skignet ur film all anvet : Devezh ar brini.




















An evezhiadennoù0