Un abadenn sinema evit ar vugale a vo aozet gant Daoulagad Breizh er sinema Aurore e Gwitreg d'ar Gwener 28 a viz Meurzh 2014 da 10 diouzh ar mintin.
Baleadenn Babouchka eo anv an heuliad 4 film a vo kinniget e-keit an abadenn, filmoù berr savet diwar vojennoù ha kontadennoù pobloù Rusia.