Stumdi a ginnig ur staj ur sizhunvezh dre soubidigezh war Enez Eusa eus ar 5 d'an 9 a viz Mae 2014.
E-pad ar sizhunvezh-se e vez roet tro d'ar berzhidi da vevañ e brezhoneg en ur dennañ gounid eus braventez al lec'h. Tro o devo ar stajidi d'ober "skol al louarn" e brezhoneg : ober anaoudegezh gant an endro, c'hoari, kejañ ouzh brezhonegerien an enezenn... ha kalz a souezhadennoù-all !
Digor eo da nep piv bennak a fell dezhañ kreñvaat ha pinvidikaat e live.
Bez e c'hell an implijidi tennañ gounid eus o gwir hiniennel da vezañ stummet (DIF) evit heuliañ hor stummadurioù. Kinniget e vez prizioù marc'hadmatoc'h d'ar studierien ha d'an dud dilabour.
An evezhiadennoù0