Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ofis Publik ar Brezhoneg er saloñs Azimut e Kemper

Web gwelet en he brasañ Morgane Bramoullé ha Talwyn Baudu eus an OPAB

Deskadurezh 29/11/2026

Ofis Publik ar Brezhoneg a zalc'he ur stand er saloñs heñchañ goude ar vachelouriezh e Penn-ar-Bed.

D'ar 27 ha 28 a viz Du eo deuet al liseidi ha liseadezed, met ivez kelennerien·ezed ha stummerien·ezed, d'en em ditouriñ war :

- ar micherioù e brezhoneg

- ar studioù a c'heller heuliañ e brezhoneg

- ar stummadurioù da zeskiñ ar yezh

- ar skoazelloù a c’heller kaout evit deskiñ brezhoneg

Gellet o deus gwazourien·ezed an OPAB kinnig ivez oberiantiz an ofis publik ha brudañ e servijoù, en o zouez e borchedoù niverel : Desketa, Kleweled hag an troer emgefre da skouer.

distreiñ da roll ar c'heleier