D'ar 27 ha 28 a viz Du eo deuet al liseidi ha liseadezed, met ivez kelennerien·ezed ha stummerien·ezed, d'en em ditouriñ war :
- ar micherioù e brezhoneg
- ar studioù a c'heller heuliañ e brezhoneg
- ar stummadurioù da zeskiñ ar yezh
- ar skoazelloù a c’heller kaout evit deskiñ brezhoneg
Gellet o deus gwazourien·ezed an OPAB kinnig ivez oberiantiz an ofis publik ha brudañ e servijoù, en o zouez e borchedoù niverel : Desketa, Kleweled hag an troer emgefre da skouer.


