Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Staj kan ha dañs Bro Dreger

  • Eus 24 Here 2026 da 24 Here 2026 ical

Darvoud

D'ar Sadorn 24 a viz Here eus 9e30 da 5e30

Ti ar Vro
138 straed al Lege
22000 Sant-Brieg

D'ar Sadorn 24 a viz Here 2026, un devezh ispisial gouestlet da Vro Dreger e Ti ar Vro Sant Brieg :

D'ar mintin e vo ur staj kanouennoù Bro Dreger gant Claude Devriés, anavezet mat evel kaner Kan ha Diskan. Deskiñ a raio da ganañ Dañs Treger hag ur ganaouenn all ;

An abardaevezh a vo gouestlet d'an Dañs Treger ha dañs a-bevar Lokenole, gant 2 animatour anavezet mat e Bro Dreger, Gaëlle Herbert ha Bertrand Thollas, hag Aëlle Gestin gant boest an diaoul.

Kaner ha dañser oc'h, deuit e-pad tout an devezh ! ha kasit ho piknik !

Izili / DKL : 10€ mintin - 10€ abardaez = devezh : 20€

Priz leun : 12€ mintin - 15€ abardaez = devezh : 27€

Pellgomz : 02 96 77 31 91

distreiñ da roll an darvoudoù