Nevez flamm e Ti ar Vro : Un devezh diskuizh ha dudi durant bep prantad vakañsoù skol. Kouviet eo ar vugale da dremen un devezh e brezhoneg penn-da-benn aveit kas amzer bourrapl. An devezhioù-se zo ivez un digarez da gejañ get bugale arall a gomz brezhoneg, tro-dro da c’hoarioù hag obererezhioù dibar.
Hag ar blez-mañ e vo lidet 10 vlez Ti ar Vro ! Krouidigezh ur liorzh lan a livioù, gwriat aveit prientiñ garlantezioù kaer, krouiñ ur murlivadur bras street-art... Ur programm aveit krouiñ asambles ha lakaat Ti ar Vro da wiskiñ livioù ar gouel.
Eus 6 da 12 vloaz
16€/deiz + 11€ emezeladur
Evit en em enskrivañ : contact@tiarvro-bro-gwened.bzh / 07 82 12 92 55


















