Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Arvest "Liant Kaer"

  • Eus 23 Here 2026 da 23 Here 2026 ical

Darvoud

D'ar Gwener 23 a viz Here da 8e gm

Kreizenn sevenadurel Ar Morgazh
56890 Pleskob

Arvest kan ha dañs

Pal Liant-Kaer a zo lakaat an dud da ober pe da adober anaoudegezh gant kanaouennoù giz kozh Breizh-Izel en ur veskañ ar vouezh noazh, an dañs a-vremañ, an danevell, an dielloù klevet ha skrivet. Nolùen Le Buhé zo e-touez ar ganerien arbennikañ brudetañ war ar c'havlec'h-se. En ur bediñ ar gorollerez Pauline Sol Dourdin ar wech-mañ e teu da vezañ donoc'h c'hoazh : lakaat kizidik d'an holl dud bed ar c'hanaouennoù-se, an dud a gar anezho, ar re a gan anezho, ar re a zastum anezho.

Pleustret eo bet an abadenn-se er Poulpe e-pad un prantad arzel e miz Kerzu 2025.

Kan ha dañs, adalek 5 bloaz, 45 munutenn

Klikit amañ evit an tañva : https://youtu.be/zQWpcqDXZ74

Bilhederezh enlinenn : https://billetterie-lepoulpe-lancre.mapado.com/event/733590-liant-kaer-noluen-le-buhe-et-pauline-sol-dourdin

Priz 10€ / Diskar priz (korvoderioù sokial izek ha -18 vloaz) 5€ / - 6 vloaz : 4€

Da brenañ war al lec'h d'an eurioù digeriñ.

distreiñ da roll an darvoudoù