Grit anaoudegezh gant an diskouezadeg berrbad "Le langage figuré", e brezhoneg. Eus ar 17 a viz Here d’an 3 a viz Genver, Domani-departamant ar Roc’h-Ugu a ro enor d’al lavar komzet eus Bro-Dreger dre un diskouezadeg empennet gant ar blastikourez Olivia Blondel hag ar sevener Gaby Kerdoncuff. En ur gemer harp war labourioù ar yezhoniour tregeriat Jules Gros e sav an daou arzour un diviz etre gerioù ha gweledvaoù.
Priz 5,50 € | Diskar priz : 4 €
Enskrivadur : https://billetterie.larochejagu.fr/activite/291/ pe en degemer an domani


















