Setu an oberoù dibabet gant an ti-kêr :
Diorren ar c’helenn divyezhek o tigeriñ un hentad divyezhek en ur skol bublik e kêr Landivizio. Tost 10% eus skolidi live skol-vamm ar gumun zo enskrivet en un hentad divyezhek betek-henn.
Ti-kêr Landivizio a gemer perzh dija er c’houlzad brudañ evit ar c’hentelioù brezhoneg d’an dud deuet ha krog eo da ginnig pennadoù-stur ha pedadennoù divyezhek.


