Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sinadur Ya d’ar Brezhoneg live 1 gant ti-kêr Landivizio

Web gwelet en he brasañ Maina Sparfel-Bozec, eus an OPAB ha Samuel Phelippot, maer Landivizio

Ya d'ar brezhoneg 15/10/2026

D'ar 14/10/2026 eo bet lidet sinadur live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant maer Landivizio, Samuel Phelippot.

Setu an oberoù dibabet gant an ti-kêr :

  • Staliañ plakennoù mont-tre ha mont kuit divyezhek
  • Sevel un enklask war soñj tud bugale ar gumun war ar c’helenn divyezhek
  • Embann pedadennoù divyezhek evit an darvoudoù sevenadurel
  • Sevel ur bodad labour treuzservij

Ti-kêr Landivizio a gemer perzh dija er c’houlzad brudañ evit ar c’hentelioù brezhoneg d’an dud deuet ha krog eo da ginnig pennadoù-stur ha pedadennoù divyezhek. Tost 10% eus skolidi live skol-vamm ar gumun zo enskrivet en un hentad divyezhek betek-henn

Sinet eo bet Ya d’ar Brezhoneg gant Kumuniezh-kumunioù bro Landivizio e 2024. Eil ti-kêr ar gumuniezh-kumunioù o sinañ ar garta eo Landivizio. Kommanna, an hini gentañ, he doa sinet ar garta e 2010.

distreiñ da roll ar c'heleier