Gweladenniñ kostezioù an Dielloù e brezhoneg: ur weladenn displeget a savadur an Dielloù hag evit ober anaoudegezh get micher an diellourien ha d’eo ket gwall anavezet.
D'ar Gwener da 7e da noz ha d'ar Sul da 11e20.
Padelezh: 50mun.
Strolladoù 20 den d’ar muiañ.
An dielloù da selaou: get Dielloù Departamant ar Mor-Bihan oa bet embannet meur a zastumad sonennoù pobl a Vro Wened a oa bet dastumet e penn-kentañ an 20vet kantved. Niverelaet oa bet ivez oc'hpenn 4 500 euriadoù abadennoù produet etre 1989 ha 2000 getRadio Bro Gwened, e brezhoneg evit al lod brasañ anezhe.
Un atalier zo kanniget evit diskuliañ deoc’h an dastumadoù-sen, diskouez ar labour niverelaat hag ar lusker enklask a zo evit selaou un tamm eus memor dre gomz ar Mor-Bihan.
D’ar Sul : 2e15, 3e, 3e45, 4e15, 5e15.
Padelezh: 30mun.
Strolladoù 10 den d’ar muiañ.


















