Radio Treger Goueloù ha Radio Kreiz Breizh a ginnig deoc'h daou benn-devezh stummadur e Ti ar Vro Gwengamp d'ar Merc'her 15 ha Merc'her 22 a viz Ebrel 2026 eus 2e da 5e30.
D'ar Merc'her 15 a viz Ebrel e vo desket da gemer son gant un enroller Zoom.
Ha d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel e vo desket frammañ ha miksañ ar sonioù gant ar poellad Reaper.
Stummadurioù kinniget da zaou strollad, unan e brezhoneg hag unan all e galleg.
Digoust eo. Lakaat e/hec'h anv : renerezh@rkb.bzh - 02 96 45 75 75

















