Stajoù sirk e brezhoneg 'vo kinniget gant Sirk a Leon e-pad vakañsoù Pask !
Setu an holl titouroù :
D'an 13 hag ar 14 a viz Ebrel e vo kinniget ur staj evit ar re 6-12 vloaz er C'harrez Hud e Lannuon.
D'ar 24 a viz Ebrel e vo kinniget ur staj evit ar vugale adalek 6 vloaz er Sal Kerjezekel e Lesneven.
Petra 'vo da gas ?
- Dilhadoù evit ober sport hep serr-prim
- Traoù da debriñ evit kreisteiz. Ur pik-nik 'vo graet asambles.
- Na zisoñjit ket an dour !
Evit an enskrivadurioù, kit war al lec'hiennoù staget amañ dindan :
Lannuon : https://www.helloasso.com/associations/cirque-a-leon/evenements/stages-cirque-lannion-paques-2026
Lesneven : https://www.helloasso.com/associations/cirque-a-leon/evenements/stages-cirque-lesneven-paques-2026

















