Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dibenn-sizhun krouiñ e Kemper

  • Eus 13 Kerzu 2025 da 14 Kerzu 2025 ical

Kleweled

13-14/12, Ti ar Brug, 44 straed Paul Borrossi, Kemper
30€ an daou zevezh (20€ priz digresket)

Deuit d’an dibenn-sizhun krouiñ e Kemper – 13 & 14 a viz Kerzu !

Plijout a ra deoc’h kontañ, selaou hag enrollañ ? C’hoant ganeoc’h krouiñ hentoù son pe ur mini-podkast e brezhoneg ?

???? Deuit’ta d’hon dibenn-sizhun stummadur e Ti ar Brug, Kemper, d’an 13 ha 14 a viz Kerzu 2025 !

Daou zevezh atelier evit deskiñ krouiñ heñtoù son en un doare fentus, hag o kenlabouriñ gant brezhonegerien all, gant skoazell Laors SKAVENNEG, stummour e Media Training, senarioour ha komedian.
Desket e vo ganeoc’h buheziñ istorioù, implij binviji audio ha rannañ ho krouidigezhioù war arload YAR pa vo prest e miz Meurzh.
Lakaat a ran ma anv evit ar stummadur ????

???? Kejadennoù hag eskemmoù
An dibenn-sizhun ‘pad e vo posupl deoc’h eskemm gant skipailh skiantel ar CNRS a zo war sevel YAR, an arload poellgomzer a lako buhez d’hoc’h hentoù son e brezhoneg war ur gartenn etreoberius ????.
War al lec’h e vo : Mélanie Jouitteau, Katell Schmitt ha Lena Catalan-Marcos

???? War ar roll :
Daou zevezh atelier evit dizoleiñ ar c’hrouiñ dre ar son :
???? dizoleiñ binviji audio
???? enrolladennoù ‘maez ar staj
???? labour war ar vouezh hag a stummañ istorioù
???? krouiñ a-stroll un obererezh son dindan 48 eurvezh

???? Priz ha titouroù pleustrek
• 30 € an daou zevezh
• 20 € mini-priz (studierien, tud disimplij)
???? Pred e-barzh
???? Bod war al lec’h posupl
???? Ti ar Brug – 44 Rue Paul Borrossi, 29000 Quimper
• Tregont den d’ar muiañ

???? Raktres YAR
YAR a zo ur raktres enklask renet e Breizh gant ar CNRS, meur a skol-veur, Dastum ha kevredigezhioù breizhat all.
E bal : implij an deknologiezh evit buheziñ ar brezhoneg gant un arload d’an dud da gemer perzh o krouiñ enrolladennoù lakaet en espas war ur gartenn, a vo tu neuze selaou war vale.
An enrolladennoù bet graet ganeoc’h e-pad ar week-end a c’hello kavout bod en arload ma faot deoc’h !

Muioc’h a ditouroù war : www.yar.bzh
???? Darempred : degemer@yar.bzh
Mall warnomp selaou hoc’h oberennoù son ????

Skipailh YAR & Breizh Niverel

distreiñ da roll an darvoudoù