Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Gouel Nedeleg ar familhoù

  • Eus 12 Kerzu 2025 da 12 Kerzu 2025 ical

Evit ar vugale

22/12, 3 leurenn Familh Gabaï, Kemper
Priz diouzh ar c'hoant - dav eo mirout e blas

Ti ar Vro Kemper a ginnig deoc’h un devezh abadennoù e brezhoneg evit lidañ asambles Gouel Nedeleg !

Roll an devezh :

10e mintin : Tresadennoù bev e brezhoneg :

« Ar re Spilh hag ar re Spou » + « Redek war-lerc’h an euzhlouarn »

3e g-m : « Ar Lagad Bleiz » : arvest perzhiañ e brezhoneg evit ar vugale gant dañsoù ar vro, kanaouennoù Breizh, kontadennoù, ur furlukin, ha lusket gant sonerien Spontus (Erwan Berenguer gitarour hag Youen Paranthoen soner akordeoñs), ambrouget gant o c’homper Guillaume Thiery (furlukin ha kontour)

4e g-m : Merenn-vihan Nedeleg

Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

distreiñ da roll an darvoudoù