Gant Lukaz Nedeleg hag Elouan Le Sauze
Soner ha kaner eo Elouan Le Sauze, lakaat a ra ar brezhoneg da bourmen eus ar c’han-ha-diskan d’ar c’han a capella kenkoulz betek ar sonerezhioù a-vremañ gant Ivarh.
Konter, barzh ha komedian eo Lukaz Nedeleg. E-barzh e sac’h e vo kavet istorioù tennet eus ar glad dre-gomz mesket gant ur skritur barzhel tost ouzh ar slam.
E-doug daou zevezh, dre c’hoarioù ha poelladennoù skrivañ, e vo sikouret ar stajidi gant Lukaz hag Elouan da sevel ur skrivañ brezhonek leun a vlaz.
Evit an holl vrezhonegerien kurius!
Titouroù : emglev.bro.dz@gmail.com ; 07 83 88 75 57
Lakaat e anv : https://www.helloasso.com/associations/emglev-bro-douarnenez/evenements/skrivan-kanaouennou-ha-barzhonegou-e-brezhoneg

















