Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kelenn divyezhek : distro-skol 2025

Web gwelet en he brasañ Kartenn an distro-skol 2025

Deskadurezh 12/09/2025

9 skol ouzhpenn zo gant un hentad divyezhek en distro-skol-mañ : ...

9 skol ouzhpenn zo gant un hentad divyezhek en distro-skol-mañ :
- 1 en Aodoù-an-Arvor (skol Diwan Landreger)
- 1 en Il-ha-Gwilen (an 8vet lec’h publik e Roazhon)
- 1 el Liger-Atlantel (ar 5vet lec’h publik e Naoned)
- 3 e Penn-ar-Bed (Pont-’n-Abad ha Terrug evit ar publik, Plogoneg evit an deskadurezh katolik)
- 3 er Mor-Bihan (Landevant, an Drinded-Surzhur hag ar Palez, enez Gerveur o vezañ an enezenn gentañ e Breizh gant un hentad divyezhek).
N’eo ket cheñchet an niver a skolioù katolik divyezhek daoust da zigoradur Plogoneg dre m’eo bet serret an hentad e skol S.Evarzeg.
Er rouedad publik e stader diaesterioù evit envel skolaerien divyezhek e lec’hioù zo (Lambal, Lokmikaelig...).
Er skolaj eo bet astennet ar c’hinnig d’ul lec’h nevez en Deskadurezh katolik (Kistreberzh).
Digoret ez eus bet ur skolaj ouzhpenn gant Diwan, en Il-ha-Gwilen (Beuzid-ar-C’hoadoù).
An niver a skolidi divyezhek a zlefe bezañ resisaet ac’hann da fin ar miz.

distreiñ da roll ar c'heleier