Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Devezh "Avantur en natur"

  • Eus 27 Gwengolo 2025 da 27 Gwengolo 2025 ical

Pourmenadeg

Koad ar Stangala (Kemper)
02 98 90 70 43
clelia@tiarvro-kemper.bzh
20€

Deuit da dremen un devezh en natur e brezhoneg !

Lodennet e vo an devezh « Avantur en natur » etre sevel ul logell, merenn hag un nebeud teknikoù evit anavezout ar jestroù mat da ober en natur.

Dizoloiñ a reoc’h roudoù loened, anavezout a reoc’h al louzeier ha kizellañ a reoc’h koad fresk gant ur gontell.

Deskiñ a reoc’h klask ha puraat an dour hag ober un tizan louzeier.

E fin an devezh e vo krazet chamallows war an tan holl asambles.

Un devezh lusket e brezhoneg gant Jeraldin Beaumont eus Spered an natur.

Evit ur familh gant bugale adalek 7 vloaz.

Evit gouzout hiroc'h : https://www.tiarvro-kemper.bzh/wave_event/devezh-avantur-en-natur-journee-aventure-dans-la-nature/

distreiñ da roll an darvoudoù