Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Diskouezadegoù e brezhoneg e-pad an hañv 2025

Web gwelet en he brasañ diskouezadeg dielloù Mor-Bihan

Diskouezadeg 25/06/2025

E-pad an hañv e vo kinniget diskouezadegoù e brezhoneg gant ur bern mirdioù. Meur a wech int bet troet gant an OPAB. E lec’hioù zo e vo brav deoc’h goulenn titouroù a-raok ho kweladenn evit kaout ul levrig e brezhoneg. E mirdioù zo e vez kinniget gweladen

E-pad an hañv e vo kinniget diskouezadegoù e brezhoneg gant ur bern mirdioù. Meur a wech int bet troet gant an OPAB. E lec’hioù zo e vo brav deoc’h goulenn titouroù a-raok ho kweladenn evit kaout ul levrig e brezhoneg. E mirdioù zo e vez kinniget gweladennoù heñchet e brezhoneg ivez. Dav eo mirout e blas en a-raok.

Ma n’eo ket brav an amzer, pe ma vez re domm e kavoc’h lec’hioù dudi e-leizh memes tra evit an hañvezh sevenadurel.

22

Er Roc’h-Ugu :

Diskouezadeg verrbad « Spered an natur – Arzoù ar pobloù henvroat e Norzhamerika » eus an 08/05/2025 betek an 28/09/2025.

Gweladennoù heñchet e brezhoneg er c’hastell : d’ar 17 a viz Mae, d’ar 14 a viz Mezheven, d’ar 5 a viz Gouere, d’an 30 a viz Eost ha d’an 13 a viz Gwengolo, da 2e30.

Ostilhoù gweladenniñ all a vez kinniget e brezhoneg a-hed ar bloaz.

Evit gouzout hiroc’h : https://larochejagu.cotesdarmor.fr/br/outils-de-visite-en-langue-bretonne

Plounevez-Kintin :

« Klask remed Sant-Rok » : ur c’hoari-achap kinniget gant ar gevredigezh Mignoned Sant-Rok el lec’h istorel. Adalek an 29/06/2025.

Gallout a reot prenañ ar barchenn en Ofis touristerezh Rostrenn, hag er stal-vara « La Mie Plounévezienne » e Plounevez-Kintin. Adalek 12 vloaz. Priz : 10 €

Evit gouzout hiroc’h : https://associationmignonedsantroch.fr/programmation/23

Tredraezh-Lokemo :

« An ilizoù Belmaner, ur pennad meur eus istor ar savouriezh e Treger »

Eus ar 27/06/2025 d’an 31/10/2025 en Iliz Itron-Varia e Tredraezh-Lokemo. Digoust.

Evit gouzout hiroc’h : https://www.cotesdarmor.com/fr/fiche/fetes-et-manifestations/les-eglises-beaumanoir-une-epopee-architecturale-en-tregor-tredrez-locquemeau_TFOFMABRE022V54I2S9/

29

Plasenn Wilson, Brest : diskouezadeg « Brest, kêr ar gwez hag an istorioù »

Eus an 08/05/2025 d’an 03/11/2025. Digoust.

Evit gouzout hiroc’h : https://brest.fr/exposition-brest-ville-darbres-et-dhistoires

Kastell Nevez - Mirdi Sérusier : digoradur d’an 21/06/2025 !

An holl ziskouezadeg-pad hag an testennoù liammet gant an diskouezadeg verrbad zo kinniget e brezhoneg.

Evit gouzout hiroc’h: https://museeserusier.bzh/traduction/brezhoneg/

Palier Roc’han – Landerne :

Diskouezadeg « 1,2,3, liv ! »

Eus an 15/05/2025 betek an 02/11/2025

Levrig brezhonek adalek penn-kentañ miz Gouere + stumm enlinenn

Da notenniñ : gweladennoù heñchet e brezhoneg a vo kinniget d’an 20/09/2025 evit Devezhioù ar Glad.

Evit gouzout hiroc’h : https://galeriederohan.landerneau.bzh/123-couleur/

Kemper Mirdi an Departamant :

An holl ziskouezadegoù (pad ha berrbad) + levrigoù-c’hoari e brezhoneg ( evit 3 rumm oad disheñvel)

Diskouezadeg verrbad « War-zu ar mor » eus an 01/07/2025 betek an 31/12/2025.

Evit gouzout hiroc’h : https://musee-breton.finistere.fr/fr/prochaine-exposition

Vorgium Karaez

C’hoari achap e brezhoneg ( priz : 5euro) [Utilisate1]

Evit gouzout hiroc’h : https://www.vorgium.bzh/nevez-e-vorgium-ar-c-hoari-achap-niverel-e-brezhoneg-digoradur-d-ar-7-a-viz-even

Porzh-mirdi Douarnenez :

Gwelladenoù heñchet e brezhoneg diwar c’houlenn.

Evit gouzout hiroc’h : https://www.port-musee.org/

Darempred : pierre.gestin@douarnenez.bzh

Maner Kernod :

Diskouezadeg « Pa sa var mor » troet e brezhoneg, da welet e-pad Gouel Broadel ar Brezhoneg eus an 04/07/2025 betek an 06/07/2025. Digoust.

Evit gouzout hiroc’h : https://gbb.bzh/abadenn/quand-la-mer-monte/

56

Mirdi ar Faoued :

Ul lod eus testennoù an diskouezadeg zo e brezhoneg, ul levrig henchañ gant an testennoù e brezhoneg zo ivez. Betek an 05/10/2025.

Evit gouzout hiroc’h : https://www.museedufaouet.fr

Brec'h Ekomirdi :

An holl welladennoù heñchet hag an holl atalieroù a c’hall bezañ kinniget e brezhoneg (atalier fardañ bara, kantennerezh, dañs, c'hoarioù breizhek…) diwar c’houlenn.

Sellit ouzh programm an abadennoù amañ dindan (da bellgargañ e traoñ ar bajenn) :

https://ecomusee-pays-auray.fr/adultes/

Palier ar Faouedig - An Oriant

« Micheau-Vernez » : testenn kinnig ha panelloù e brezhoneg. Eus an 05/07/2025 betek an 21/09/2025

https://www.lorient.bzh/galeriedufaouedic/micheau-vernez

Dielloù ar Mor-Bihan :

Diskouezadeg vrezhonek « Breizh 100% » diwar-benn sevenadur Breizh. Digoust. Betek an 04/09/2025.

Evit gouzout hiroc’h : https://patrimoines-archives.morbihan.fr/decouvrir/toutes-les-actus/detail/100-breizh

35

Ar Maezioù Frank, Roazhon

Diskouezadeg-pad : klevheñcherioù gant un doare brezhonek da bellgargañ amañ https://www.guidigo.com/Tour/France/Rennes/Traou-pennan-e-dastumadou-ar-mirdi/70AK9KmH1yM

Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ

distreiñ da roll ar c'heleier