E-pad an hañv e vo kinniget diskouezadegoù e brezhoneg gant ur bern mirdioù. Meur a wech int bet troet gant an OPAB. E lec’hioù zo e vo brav deoc’h goulenn titouroù a-raok ho kweladenn evit kaout ul levrig e brezhoneg. E mirdioù zo e vez kinniget gweladennoù heñchet e brezhoneg ivez. Dav eo mirout e blas en a-raok.
Ma n’eo ket brav an amzer, pe ma vez re domm e kavoc’h lec’hioù dudi e-leizh memes tra evit an hañvezh sevenadurel.
22
Er Roc’h-Ugu :
Diskouezadeg verrbad « Spered an natur – Arzoù ar pobloù henvroat e Norzhamerika » eus an 08/05/2025 betek an 28/09/2025.
Gweladennoù heñchet e brezhoneg er c’hastell : d’ar 17 a viz Mae, d’ar 14 a viz Mezheven, d’ar 5 a viz Gouere, d’an 30 a viz Eost ha d’an 13 a viz Gwengolo, da 2e30.
Ostilhoù gweladenniñ all a vez kinniget e brezhoneg a-hed ar bloaz.
Evit gouzout hiroc’h : https://larochejagu.cotesdarmor.fr/br/outils-de-visite-en-langue-bretonne
Plounevez-Kintin :
« Klask remed Sant-Rok » : ur c’hoari-achap kinniget gant ar gevredigezh Mignoned Sant-Rok el lec’h istorel. Adalek an 29/06/2025.
Gallout a reot prenañ ar barchenn en Ofis touristerezh Rostrenn, hag er stal-vara « La Mie Plounévezienne » e Plounevez-Kintin. Adalek 12 vloaz. Priz : 10 €
Evit gouzout hiroc’h : https://associationmignonedsantroch.fr/programmation/23
Tredraezh-Lokemo :
« An ilizoù Belmaner, ur pennad meur eus istor ar savouriezh e Treger »
Eus ar 27/06/2025 d’an 31/10/2025 en Iliz Itron-Varia e Tredraezh-Lokemo. Digoust.
Evit gouzout hiroc’h : https://www.cotesdarmor.com/fr/fiche/fetes-et-manifestations/les-eglises-beaumanoir-une-epopee-architecturale-en-tregor-tredrez-locquemeau_TFOFMABRE022V54I2S9/
29
Plasenn Wilson, Brest : diskouezadeg « Brest, kêr ar gwez hag an istorioù »
Eus an 08/05/2025 d’an 03/11/2025. Digoust.
Evit gouzout hiroc’h : https://brest.fr/exposition-brest-ville-darbres-et-dhistoires
Kastell Nevez - Mirdi Sérusier : digoradur d’an 21/06/2025 !
An holl ziskouezadeg-pad hag an testennoù liammet gant an diskouezadeg verrbad zo kinniget e brezhoneg.
Evit gouzout hiroc’h: https://museeserusier.bzh/traduction/brezhoneg/
Palier Roc’han – Landerne :
Diskouezadeg « 1,2,3, liv ! »
Eus an 15/05/2025 betek an 02/11/2025
Levrig brezhonek adalek penn-kentañ miz Gouere + stumm enlinenn
Da notenniñ : gweladennoù heñchet e brezhoneg a vo kinniget d’an 20/09/2025 evit Devezhioù ar Glad.
Evit gouzout hiroc’h : https://galeriederohan.landerneau.bzh/123-couleur/
Kemper Mirdi an Departamant :
An holl ziskouezadegoù (pad ha berrbad) + levrigoù-c’hoari e brezhoneg ( evit 3 rumm oad disheñvel)
Diskouezadeg verrbad « War-zu ar mor » eus an 01/07/2025 betek an 31/12/2025.
Evit gouzout hiroc’h : https://musee-breton.finistere.fr/fr/prochaine-exposition
Vorgium Karaez
C’hoari achap e brezhoneg ( priz : 5euro) [Utilisate1]
Evit gouzout hiroc’h : https://www.vorgium.bzh/nevez-e-vorgium-ar-c-hoari-achap-niverel-e-brezhoneg-digoradur-d-ar-7-a-viz-even
Porzh-mirdi Douarnenez :
Gwelladenoù heñchet e brezhoneg diwar c’houlenn.
Evit gouzout hiroc’h : https://www.port-musee.org/
Darempred : pierre.gestin@douarnenez.bzh
Maner Kernod :
Diskouezadeg « Pa sa var mor » troet e brezhoneg, da welet e-pad Gouel Broadel ar Brezhoneg eus an 04/07/2025 betek an 06/07/2025. Digoust.
Evit gouzout hiroc’h : https://gbb.bzh/abadenn/quand-la-mer-monte/
56
Mirdi ar Faoued :
Ul lod eus testennoù an diskouezadeg zo e brezhoneg, ul levrig henchañ gant an testennoù e brezhoneg zo ivez. Betek an 05/10/2025.
Evit gouzout hiroc’h : https://www.museedufaouet.fr
Brec'h Ekomirdi :
An holl welladennoù heñchet hag an holl atalieroù a c’hall bezañ kinniget e brezhoneg (atalier fardañ bara, kantennerezh, dañs, c'hoarioù breizhek…) diwar c’houlenn.
Sellit ouzh programm an abadennoù amañ dindan (da bellgargañ e traoñ ar bajenn) :
https://ecomusee-pays-auray.fr/adultes/
Palier ar Faouedig - An Oriant
« Micheau-Vernez » : testenn kinnig ha panelloù e brezhoneg. Eus an 05/07/2025 betek an 21/09/2025
https://www.lorient.bzh/galeriedufaouedic/micheau-vernez
Dielloù ar Mor-Bihan :
Diskouezadeg vrezhonek « Breizh 100% » diwar-benn sevenadur Breizh. Digoust. Betek an 04/09/2025.
Evit gouzout hiroc’h : https://patrimoines-archives.morbihan.fr/decouvrir/toutes-les-actus/detail/100-breizh
35
Ar Maezioù Frank, Roazhon
Diskouezadeg-pad : klevheñcherioù gant un doare brezhonek da bellgargañ amañ https://www.guidigo.com/Tour/France/Rennes/Traou-pennan-e-dastumadou-ar-mirdi/70AK9KmH1yM