Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid Prizioù dazont ar brezhoneg 2025 e Plougerne d'an 18 a viz Meurzh

Web gwelet en he brasañ

Darvoud

E Plougerne, e Bro-Leon, e vo kinniget 28vet lid ar Prizioù, prizioù dazont ar brezhoneg, er bloaz-mañ. D’an 18 a viz Meurzh e vo dalc'het an abadenn veur diouzh noz er sal Armorica.

France 3 Breizh, Rannvro Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg a laka emgav ganeoc’h d'an 18 a viz Meurzh evit 28vet lid Prizioù dazont ar brezhoneg 2025.
Gant Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves e vo kinniget an abadenn-mañ, ma vo loreet an oberoù brezhonek gwellañ bet savet e-kerzh ar bloaz tremenet. Seizh rummad prizioù a vo : kevredigezhioù, levrioù faltazi, strollegezhioù, oberennoù klewelet, embregerezhioù, pladennoù kanet ha brezhoneger·ez ar bloaz.
Roet e vo lañs d'an nozvezh kaer-se gant ur sonadeg gant Emezi.

Mont e-barzh digoust. Plasoù da virout enlinenn

https://my.weezevent.com/pedadenn-invitation-priziou-2025

distreiñ da roll an darvoudoù