Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Troiad ar glad nevez e Landerne

Web gwelet en he brasañ Hentad glad istorel Landerne

Servij Treiñ-Aliañ an OPAB 21/09/2023

E-kerzh an hañv e oa bet digoret gant ti-kêr Landerne troiad nevez ar glad istorel ha dizanvezel.

Emañ o paouez bezañ staliet e Landerne unnek totem, troet e brezhoneg gant an OPAB, evit lakaat war wel glad istorel kêr.

11 totem all zo bet savet gant Ti ar Vro Landerne-Daoulaz diwar-benn glad dizanvezel Breizh.

Web gwelet en he brasañ "An dañs hag ar festoù-noz"


Ar c'hizeller Thomas Godin en deus kemeret perzh : un delwenn bras-divent 1 zo bet staliet e-kerzh an hañv, anvet Dor al Loar hag an eil, a skeudenn un ñ, anvet Hêrezh, a c'hallimp gwelet a-benn miz Here.

Web gwelet en he brasañ "Kizelladurioù an arzour Thomas Godin"

distreiñ da roll ar c'heleier