Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Tapet eo bet al label live 2 gant Sant-Tegoneg Logeginer

Web gwelet en he brasañ Lena Louarn ha Solange Creignou

Ya d'ar brezhoneg 01/07/2021

Gant 20 ober kaset da benn ha 26% eus ar skolidi en hentadoù divyezhek e vez kaset ar brezhoneg war-raok gant Sant-Tegoneg Logeginer

Kalz a dud zo bet o kemer perzh e lid-reiñ al label gant an it. Louarn, prezidantez an Ofis publik d’an itron Creignou, maerez ar gumun. War al lec’h e oa ivez an it. Zaneguy, eilmaerez karget eus ar brezhoneg, an ao. Abiven, bet maer e-pad 25 bloaz, dilennidi kumunioù tost, tud e penn kevredigezhioù pe skolioù, bugale ar skolioù divyezhek publik.

En he frezegenn he deus diskouezet an it. Louarn bezañ laouen o reiñ al label d’ur gumun he deus brudet ha diorroet ar yezh gant kalz a startijenn.

A-drugarez d’an 20 ober a zo bet kaset da benn ganti e teu ar yezh war wel en un doare splann : logo, panellerezh, plakennoù-straed, teulioù ofisiel, kenlabour gant ar stalioù-kenwerzh. Divrall eo bet skoazell ar gumun ivez evit : digeriñ un hentad diyezhek e 2012 hag a ra berzh bremañ ; paeañ an treziad skol evit ar skolidi a ya d’ar skolioù Diwan ; staliañ kentelioù tañva el lec’hioù a zegemer bugaligoù ; tuta tud divyezhek, GWATASM ha buhezourien troskol ; kemer perzh er vrudadeg evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ; sevel ha boueta ingal un dalc’had levrioù e brezhoneg.

Klask a raio an Ti-kêr tizhout hiziviken live 3 ar garta Ya d’ar brezhoneg.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob