Deuet e oa an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an OPAB, e Mellag evit reiñ al label a live 1 d’an ao. maer, Bernard Pelleter, peogwir ez eus bet kaset 8 ober da benn gant e skipailh.
War al lec’h e oa ivez an it. Nolwenn ar C’hrann, eilmaerez, besprezidantez Kemperle Kumuniezh ha den dave evit ar garta, un toullad dilennidi all eus ar gumun hag eus ar Gumuniezh-kumunioù war ar marc’had.
Goude prezegenn fromus an ao. Maer diwar-benn an darempredoù en doa bet gant ar yezh pa oa yaouank ez eus bet lavaret gant Nolwenn ar C’hrann e roe ar brezhoneg hag an divyezhegezh un digarez da zigeriñ e spered. Dav eo notenniñ eo bet dispaket prezegennoù an it. Krann ha Louarn en 2 div yezh bep tro.
Sed aze roll an oberoù kaset da benn : staliet ez eus bet panelloù divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun ; kemennadenn ar responter ha pennad-stur kazetenn an ti-kêr zo e brezhoneg ; staliet ez eus bet panelloù e diabarzh hag e diavaez savadurioù an ti-kêr ; kemeret e vez perzh er vrudadeg evit ar c’helenn d’an oadourien ; diwar vremañ e vo divyezhek kement panell ha kement plakenn-straed a vo staliet; kinniget e vez kentelioù tañva d’ar vugaligoù.
An evezhiadennoù0