Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Label 1 Ya d’ar brezhoneg evit kumun Mellag

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 24/09/2019

Dalc’het e oa bet lid-reiñ al label e ti-kêr Mellag d’an 13 a viz Gwengolo 2019

Deuet e oa an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an OPAB, e Mellag evit reiñ al label a live 1 d’an ao. maer, Bernard Pelleter, peogwir ez eus bet kaset 8 ober da benn gant e skipailh.

War al lec’h e oa ivez an it. Nolwenn ar C’hrann, eilmaerez, besprezidantez Kemperle Kumuniezh ha den dave evit ar garta, un toullad dilennidi all eus ar gumun hag eus ar Gumuniezh-kumunioù war ar marc’had.

Goude prezegenn fromus an ao. Maer diwar-benn an darempredoù en doa bet gant ar yezh pa oa yaouank ez eus bet lavaret gant Nolwenn ar C’hrann e roe ar brezhoneg hag an divyezhegezh un digarez da zigeriñ e spered. Dav eo notenniñ eo bet dispaket prezegennoù an it. Krann ha Louarn en 2 div yezh bep tro.

Sed aze roll an oberoù kaset da benn : staliet ez eus bet panelloù divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun ; kemennadenn ar responter ha pennad-stur kazetenn an ti-kêr zo e brezhoneg ; staliet ez eus bet panelloù e diabarzh hag e diavaez savadurioù an ti-kêr ; kemeret e vez perzh er vrudadeg evit ar c’helenn d’an oadourien ; diwar vremañ e vo divyezhek kement panell ha kement plakenn-straed a vo staliet; kinniget e vez kentelioù tañva d’ar vugaligoù.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0