An dileuriadur Breizh e Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Publik Tiriadel en doa divizet lakaat stummadurioù war ar brezhoneg war-sav e 2016, goude kendivizoù gant Kuzul-rannvro Breizh ha Kuzul-departamant Penn-ar-Bed. E 2017 e oa bet astennet da Aodoù-an-Arvor, da heul divizadeg an departamant. E 2018 e vo ledanaet ar c’hinnig da 2 departamant all (Il-ha-Gwilen ha Mor-Bihan) da heul an divizadegoù a-du o deus tapet ivez. Evit ar wech kentañ neuze e vo stummadurioù war ar brezhoneg war 4 departamant (da c’hortoz e vefe degemeret un divizadeg gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel).
Diwar skodenn eo ar stummadurioù-se : kinniget int e-barzh katalog stummadurioù KBMPT ha ne zegasont ket koustoù ouzhpenn evit ar strollegezhioù.
Penaos e vint aozet :
Graet e vo ar stummadurioù-se 1 devezh ar sizhun. Gallet e vo bodañ 2 zevezh a-wechoù, kement hag aesaat an eztaol hag an emrenerezh er yezh. En holl e vo 200 eurvezh dre zalc’h, da lavaret eo war-dro 34 devezh e-pad ar bloavezh-skol 2018-2019.
Ar pezh a vo kinniget e 2018-2019 :
Adalek miz Gwengolo 2018 e vo kinniget ar stummadurioù-mañ :
- Brest (deraouidi)
- Kemper ( tud hag a zo krog da zeskiñ)
- Gwened (deraouidi)
- Gwengamp ( tud hag a zo krog da zeskiñ)
- Sant-Brieg (deraouidi)
- Torigneg-Fouilharzh (deraouidi)
Liammoù evit lakaat e anv pe gouzout hiroc’h.
An evezhiadennoù0