Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2018

Web gwelet en he brasañ David ar Gall, Stefan Moal, Mélanie Jouitteau, Maina ar Gars, Pascale Berthou, Gaedig Huellou, Gwendal Denez

Brudañ 18/01/2018

Gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Frañs 3 Breizh e vez aozet bep bloaz abadenn Prizioù Dazont ar brezhoneg, gant harp Kuzul-rannvro Breizh.

Er bloaz-mañ e vo aozet al lid e Karaez d’ar Gwener 16 a viz C’hwevrer. Skignet e vo an abadenn, bet filmet gant Frañs 3, d’ar Sadorn 17 e-lec’h ma vo roet da anavezout gant piv eo aet ar maout er 7 rummad da-heul : kevredigezhioù, bed ekonomikel, frammoù publik, brezhoneger ar bloaz, levrioù a faltazi, pladennoù, kleweled.

Bodet e oa bet izili ar bodad-barn d’ar Sadorn 13 a viz Genver 2018 en Oriant evit dibab roll loreidi ar 7 rummad a ya d’ober Prizioù Dazont ar Brezhoneg.

Sed amañ dindan roll al loreidi bet dibabet gant ar bodad-barn eta :

Rummad kevredigezhioù

Cinémathèque de Bretagne/ Gwarez ar filmoù evit bezañ brudet ar filmoù diwar-benn Breizh dre-vras ; ur vrezhonegerez a zo er skipailh

Yezhoù ha Sevenadur evit bezañ krouet ul lec’h kreiz evit ar yezh el Liger-Atlantel

Youn ha Solena evit bezañ savet ur vagouri dre soubidigezh

Rummad embregerezhioù

Christophe Connan Sistr Plougastell evit bezañ produet avaloù ha sistr en un embregerezh a ya en-dro e brezhoneg

Mar’mousse evit bezañ krouet un davarn a ya en-dro e brezhoneg penn-da-benn

Rugbi Klub Gwened evit bezañ kehentet e brezhoneg e meur a zoare

Rummad frammoù publik

Ti-kêr ar Roc’h-Derrien evit bezañ krouet un arload e brezhoneg diwar-benn istor ha glad ar gumun

Mirdi Ragistor Karnag evit bezañ savet fichennoù pedagogel e brezhoneg

Sindikad kemmesk Park naturel Arvorig evit bezañ studiet an anvioù-lec’h ha staliet panelloù divyezhek

Rummad Brezhonegerien ar bloaz

Familh Bernard evit bezañ stourmet evit ma vefe skrivet mat anv he mab Fañch

Maripol Gouret ha Jean-François Guillouzic evit bezañkrouet levraoueg brasañ ha pinvidikañ al Liger-Atlantel evit ar yezh hag evit Breizh

Stéphanie Stoll evit ar perzh he deus kemeret er stourm evit ma vefe miret ar c’hevratoù skoazellet gant Diwan

Rummad levrioù

Divaskell da nijal kuit gant Yann-Bêr Pirioù (Skol Vreizh)

Pellik gant Anthony Heulin (Mouladurioù Hor Yezh)

Troiad an ifern gant Mich Beyer (An Alarc’h)

Rummad pladennoù

As an end to death gant Tiny Feet (Les Disques Normal)

Loened Fur ha Foll gant Morwenn Le Normand ha Roland Conq (Coop Breizh)

N’om gustumiñ eus an deñvalijenn gant Krismenn (World Village / Pias)

Rummad filmoù

Ar mor atav gant Emmanuel Roy (Kalanna Production)

Fin ar bed gant Nicolas Leborgne (Lyp production ha Tita productions)

Open the border gant Mikael Baudu (Gwengolo filmoù)

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0