Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Peurid-ar-Roc’h a sav a-du gant ar garta Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 06/12/2017

15 ober a zo bet dibabet gant ar c’huzul-kêr da gas da benn dindan 3 bloaz

Dalc’het eo bet al lid-inañ en ti-kêr d'ar Gwener 24 a viz Du 2017 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. André ar Moal, maer, an ao. Patrick L’Héréec, maer Plounerin hag an ao. Jean-Louis Even, maer ar Roc’h-Derrien. War al lec’h e oa ivez an it. Mona Bras, kuzulierez-rannvro.

Lakaat ar yezh war wel a zo bet an dibab pennañ (e panellerezh diabarzh ha diavaez an ti-kêr da skouer) hag er c’hehentiñ (pedadennoù d’an abadennoù liesseurt, pennad-stur ar c’hannadig kêr, perzh er vrudadeg evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien). Ur gevrat a zo bet sinet etre ar gumun hag an OPAB hag ur bodad-labour a vo krouet en ti-kêr evit heuliañ ar garta.

Meneget en deus an ao. ar Moal an tu a oa gant liseidi al lise labour-douar da zeskiñ brezhoneg e-pad o studioù. Divizet he deus ar gumun ivez kas da benn oberoù evit kelenn brezhoneg e-pad mare ar MOT ha kinnig kentelioù tañva war ar marc’had.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0