Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Pennadoù e brezhoneg e lec’hienn an Oriant Tolpad

Web gwelet en he brasañ

Servij Treiñ-Aliañ an OPAB 26/10/2017

Pennadoù ar rubrikenn « E brezhoneg » eus ar c’hannadig « Les Nouvelles » a c’heller lenn enlinenn diwar vremañ e lec’hienn an Tolpad.

Abaoe 2012 e vez troet pennadoù evit kannadig an Oriant Tolpad « Les Nouvelles » gant servij Treiñ-Aliañ an Ofis Publik hag, abaoe nebeut amzer, pennadoù-stur prezidant an Tolpad-kêrioù.

Ar memes pennadoù eo, war danvezioù a bep seurt, a-zivout holl dachennoù ar vuhez foran, a c’haller lenn eta e lec’hienn an Oriant Tolpad er rubrikenn « E brezhoneg ».

distreiñ da roll ar c'heleier