12 lec’h nevez zo bet digoret er 1añ derez hag 8 hentad er skolajoù. Gant an dra-se, pazenn ar 500 lec’h kelenn divyezhek zo bet tremenet er bloaz-mañ.
Maget eo kresk ar sifroù gant pep hini eus an 3 hentad met stadañ a reer luskoù disheñvel-mat etrezo. An hentad publik a ra e vad eus an emglev Stad-Rannvro : evit ar wech kentañ abaoe krouidigezh an hentad publik e 1982 ez eus bet digoret 10 lec’h nevez er 1añ derez. Kement-se a zegas ur c’hresk +8,6% eus ar skolidi er skolioù-mamm publik, ar pezh na oa ket bet gwelet abaoe 14 vloaz. An Deskadurezh katolik avat he deus poan c’hoazh da raktresañ diorren he rouedad ha da frammañ homañ. Nebeut a bostoù a vez roet dezhi evit ar c’henstrivadegoù, ouzhpenn. Diwan a dal ouzh ar gudenn-se ivez, koulz hag ouzh diaesterioù da gavout tiez-skol publik evit digeriñ lec'hioù nevez. Gwallgaset eo bet rouedad Diwan gant dalc’h ar c'hevratoù skoazellet en distro-skol ivez.
Amañ e c’hellit lenn an holl sifroù.
An evezhiadennoù0