Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sifroù distro-skol 2017

Web gwelet en he brasañ

Deskadurezh 23/10/2017

17 028 skoliad zo e hentadoù divyezhek akademiezh Roazhon en distro-skol-mañ ha 730 e Akademiezh Naoned. 734 skoliad divyezhek ouzhpenn zo en holl, ar c’hresk kreñvañ abaoe 2009.

12 lec’h nevez zo bet digoret er 1añ derez hag 8 hentad er skolajoù. Gant an dra-se, pazenn ar 500 lec’h kelenn divyezhek zo bet tremenet er bloaz-mañ.

Maget eo kresk ar sifroù gant pep hini eus an 3 hentad met stadañ a reer luskoù disheñvel-mat etrezo. An hentad publik a ra e vad eus an emglev Stad-Rannvro : evit ar wech kentañ abaoe krouidigezh an hentad publik e 1982 ez eus bet digoret 10 lec’h nevez er 1añ derez. Kement-se a zegas ur c’hresk +8,6% eus ar skolidi er skolioù-mamm publik, ar pezh na oa ket bet gwelet abaoe 14 vloaz. An Deskadurezh katolik avat he deus poan c’hoazh da raktresañ diorren he rouedad ha da frammañ homañ. Nebeut a bostoù a vez roet dezhi evit ar c’henstrivadegoù, ouzhpenn. Diwan a dal ouzh ar gudenn-se ivez, koulz hag ouzh diaesterioù da gavout tiez-skol publik evit digeriñ lec'hioù nevez. Gwallgaset eo bet rouedad Diwan gant dalc’h ar c'hevratoù skoazellet en distro-skol ivez.

Amañ e c’hellit lenn an holl sifroù.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob