Kelenn ar brezhoneg zo unan eus an oberoù pennañ da seveniñ evit delc'her ar yezh en amzer-da-zont. Ul lodenn vat eus obererezhioù an Ofis Publik a ya da frammañ ha da reiñ lañs d'an doareoù da dreuzkas ar brezhoneg er skolioù.
Abaoe un 10 vloaz bennak ez eus muioc’h-mui a skridoù lezennel ha reolennadurel a bled gant ar brezhoneg, klikit amañ.
Amañ e c'hellit pellgargañ an emglev sinet etre ar Stad ha Rannvro Breizh evit ar prantad 2022-2027. Diouzh an emglev-se eo bet savet ar Stignad Strizh Boutin Kendoniañ, ennañ ar Stad, ar rannvro ha 4 departamant Akademiezh Roazhon. Buhezet eo labour an SSBK gant an OPAB hag unan eus e gefridifoù zo diorren kinnig ar c'helenn divyezhek diouzh ur steuñv diorren (da bellgargañ amañ) hag ur programmadur a zo nevesaet bep 2 vloaz.


Bez' ez eus meur a zoare da zeskiñ brezhoneg hag a glot gant ezhommoù difer ha tud disheñvel. Er penn a-raok emañ ar c'helenn divyezhek galleg-brezhoneg, a c'haller gantañ stummañ brezhonegerien da vat. Sellet a ra ouzh tost 20.000 skoliad e-barzh 214 kumun ha 702 skol. Abaoe digoradur al lec'hienn divyezhek kentañ, tost 50 vloaz zo, eo aet war greskiñ kalz hag en em ledet eo er vro. Stankoc'h-stank eo rouedad ar c'humunioù a zo ul lec'hienn divyezhek enno d'an nebeutañ.
Tri hentad divyezhek zo : ar skolioù Diwan, klasoù divyezhek an deskadurezh publik ha re an deskadurezh katolik.
Gant Diwan e oa bet digoret ar skol-vamm gentañ e 1977.
Abaoe 1982 ez eus klasoù divyezhek e skolioù an Deskadurezh-Stad. Kelennet e vez e brezhoneg hag e galleg gant ar pal “mestroniañ kenkoulz an div yezh”. Ar Rektorelezh hag an OPAB a labour diouzh ur protokol digeriñ evit sevel hentadoù divyezhek nevez er 1añ derez publik.
Abaoe 1990 ez eus bet digoret klasoù gant an Deskadurezh Katolik. Mont a reont en-dro en div yezh ivez.
Ouzhpenn un danvez studi eo ar brezhoneg er c'hlasoù divyezhek, ur yezh hag a vez desket drezi eo da gentañ-penn eus ar skol-vamm betek al lise. Heñvel eo ar programmoù kelenn ouzh ar c'hlasoù pe ar skolioù all.
Muioc'h-mui a dud a laka o bugale en hentadoù divyezhek pa zeuont da gompren e roer evel-se ar pep gwellañ dezho evit ober berzh en o buhez diwezhatoc'h. Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h war perzhioù mat an divyezhegezh er skol e c'hallit lenn ar blaketenn-mañ.

Ar skolidi eus ar 1añ hag an 2l derez ha n'emaint ket en un hentad divyezhek a c'hall deskiñ brezhoneg e daou zoare. An hollekaat lakaet da bal el lezenn bet votet d'an 21/05/2021 zo lakaet e plas e 30 skolaj el live 6vet en akademiezh Roazhon.
Gant ar gartenn amañ dindan e c'hellot kavout ar skolajoù hag al liseoù da zeskiñ brezhoneg.
Gallout a reer lakaat ar brezhoneg da gontañ evit ar breved hag ar vachelouriezh. Evit gouzout hiroc'h war ar c'hentelioù war zibab sellit ouzh ar blegfollenn-mañ.

Pellgargit amañ ar blegfollenn savet gant OPAB hag ar Rektorelezh

Bep bloaz e kresk an niver a gelennerien vrezhonek
Evit kregiñ gant e vicher evel kelenner divyezhek
Evel an holl gelennerien all e rank ar gelennerien divyezhek bezañ tapet un Aotreegezh evit gallout lakaat o anv er genstrivadeg da vont da gelenner.
Aotreegezhioù a-ratozh zo bet savet evit prientiñ ar CRPE e Brest hag e Roazhon. Un DU zo ivez.
Mat eo gouzout ez eus Masterioù arbennikaet war ar c’helenn divyezhek e EBUKed Breizh evit ar publik, e Kelenn evit Diwan hag en EUSGeK evit an deskadurezh katolik.
Ar re zo un aotreegezh ganto (pe a zo enskrivet en aotreegezh 3) a c’hall lakaat o anv er genstrivadeg a-ratozh evit an hentadoù divyezhek er 1añ derez ; evit an eil derez ez eus ur genstrivadeg CAPES brezhoneg (CAFEP evit Diwan hag an Deskadurezh katolik).
Kelennerien ditlet : mont gant an divyezhegezh ?
Bep bloaz e vez divizet gant kelennerien ditlet tremen eus an hentadoù unyezhek d’an hentadoù divyezhek. Evito ez eo un doare da reiñ startijenn d’o red-micher en-dro goude meur a vloavezh kelenn en ur yezh nemetken.
Meur a zoare zo da dremen d’an divyezhegezh :
- Ma ouzit brezhoneg dija e c’hallit lakaat ho parregezhioù yezh da vezañ anavezet dre an Ensellerien. Gallout a rit tremen un diplom-Stad ivez, an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) da c’houzout resisoc'h peseurt live brezhoneg hoc'h eus, hervez framm dave boutin Europa.
- Ma ne gomzit ket brezhoneg ez eus tu da vezañ stummet war ar yezh dre ar stummadur micherel : efedus-tre eo evit deskiñ ar yezh en ur ober 6 pe 9 miz. Koust ar stummadurioù-se zo kemeret e karg penn-da-benn gant ar strollegezhioù tiriadel ha miret e vo ho kopr kriz ma tennit splet eus ar stignad “Diskarg Stummañ Dibaouez” lakaet da dalvezout en akademiezhioù Roazhon ha Naoned. Un ehan-stummañ a c’hell bezañ goulennet mod all.
Ar sikourioù arc’hant
Skoazell zo ur sikour hiniennel roet gant Kuzul-Rannvro Breizh da skoazellañ ar re a laka o anv en ur PPPE/LPE pe en ur Master “Deskadurezh divyezhek”.
“Desk/Kelenn” zo ur mod all da vezañ skoazellet. Yalc’hadoù eo evit an danvez kelennerien a heuilh ur stummadur (rakvicherel pe vicherel) ha d’ar gelennerien a ya da heuliañ stajoù hir da zeskiñ brezhoneg pe da wellaat o yezh. Betek 4500 euro a c’hall bezañ roet gant Kuzul-rannvro Breizh, kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Aoadoù-an-Arvor hag hini ar Mor-Bihan. Evit lakaat hoc’h anv, kit e darempred gant an Ofis Publik.
Ti-Embann ar Skolioù zo ur skourr eus KRDK Breizh. Karget eo da sevel ha da embann an dafar pedagogel rekis evit kelenn ar brezhoneg pe e brezhoneg. Ul lec'hienn internet zo evit pellgargañ pe urzhiañ dafar-kelenn.
• Kostimatisto : ur blog ennañ dafar ha preder pedagogel evit kelennerien ar c'hentañ derez.