Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Teknologiezhioù an niverel

Muioc’h-mui a blas a gemer an teknologiezhioù nevez hag ar binvioù niverel abaoe ar bloavezhioù 1990 ha bras-bras eo o roll en hor buhezioù hiziv an deiz. Gant o implij oc’h en em ledañ eo kresket ivez ar goulenn evit kaout muioc’h a vinvioù a seurt-se ha binvioù azas evel er yezhoù bras. Diskoulmoù a oa bet kinniget a-drugarez da intrudu tud a-youl-vat met ne oa ket trawalc’h evit respont d’an ezhommoù difin a zo rak ne baouez ket teknologiezhioù an niverel da vont war-raok.

Se zo kaoz e oa bet divizet gant kuzul-merañ an OPAB krouiñ ur servij gouestlet d’an dachenn-se e 2018.

Kefridiet e oa bet diouzhtu da sevel un diagnostik da briziañ stad ar brezhoneg e bed an niverel : peseurt binvioù zo anezho, pere zo da nevesaat pe da wellaat ha petra eo ar mankoù. Un danevell zo Ar brezhoneg en oadvezh an niverel hec’h anv zo bet savet evit ijinañ ha lakaat e plas ur strategiezh liesvloaziek evit diorren bezañs hag implij ar brezhoneg er bed niverel evit an 10 vloaz a zeu.

Kinnig binvioù modern hag a glot gant ezhommoù a-vremañ ar vrezhonegerien ha gant diorren an divyezhegezh e Breizh dre-vras eo pal al labour kaset da benn gant ar servij. Evel n’eus forzh peseurt yezh e rank ar brezhoneg mont war-raok er bed niverel evit ma c’hallfe an implijerien ober ar muiañ ar gwellañ gant ar brezhoneg. Kavout a ray Katell vrezhonegerez ha Yann vrezhoneger binvioù ha loazioù niverel el lec'hienn-mañ Porched niverel ar brezhoneg.

Web gwelet en he brasañ

War porched niverel e vez kavet meur a venveg ha loaz niverel evit ar brezhoneg.

Brasoc’h-bras eo plas an dachenn niverel en hor buhezioù-ni hag ur bazenn bouezus eo ar porched- mañ.

Ar binvioù-mañ a gaver warnañ :


• Meurgorf (geriadur istorel ar brezhoneg)
• KerOfis ( diaz lec'hanvadurezh)
• TermOfis ( diaz termenadurezh)
• Korpusoù dre gomz ha dre skrid
• Troer emgefre nevez
• Troer Apertium
• Sintezenn ar vouezh diazezet war an naouegezh artifisiel
ha binvioù all : fonetikelaer, skoueriaer, silabifier...

Binvioù all a yelo tamm-ha-tamm da glokaat ar porched.

Kasit ar pennad-mañ da dud all