Reizhskrivañ | ||||||
Kraf studiet | Diviz | Deiziad an diviz | ||||
Anv kêr-benn Aljeria | Skrivañ Aljer gant un r dibenn ha neket Alje. Aljerad hag Aljeriz o vezañ anv annezidi kêr hag Aljerian, Aljerianed anv annezidi ar vro | 27/02/2013 | ||||
moulañ pe moullañ | Degemer ar skrivad moullañ gant 2 ll. Lakaat 2 ll en holl c'herioù deveret ivez (moullerez, moulladenn, mouller...) | 27/02/2013 | ||||
skouer pe skwer | Derc'hel d'ar skrivad skouer gant -ou- | 14/11/2012 | ||||
Skrivañ an eur | Derc'hel d'ar rannadur hengounel etre daou benn-devezh 12 eurvezh, adalek 1 eur vintin betek kreisteiz hag adalek 1 eur goude merenn betek hanternoz. Chom hep merkañ an eur war 24 eurvezh ha neuze chom hep skrivañ traoù evel "da 18e" | 14/11/2012 | ||||
berradur evit skrivañ an eur | Mar bez ezhomm da resisaat hag-eñ e reer anv eus a-raok pe goude kreisteiz e vo graet gant ar berradur a.m. evit a-raok merenn ha g.m. evit goude merenn. Gallout a reer chom hep lakaat ar pikoù. Da skouer : 7e gm, 10e am | 26/06/2013 | ||||
gwech pe gwezh | Ober gant gwech evel stumm diazez ha mirout gwezh evit skoueriekaat skridoù kozh pe evit skridoù rannyezhel | 26/06/2013 | ||||
dehou pe dehoù | Ober gant ar skrivad dehoù, gant an tired boud war an u dibenn. Da-heul skrivañ dehaouiad ha n'eo ket dehouiad | 26/06/2013 | ||||
'm hag 'z, raganvioù gour renet, goude un araogenn unsilabennek, ar rannoùigoù-nac'hañ ne ha na, ar rannig-hetiñ ra | Skrivañ : da'm zad ha n'eo d'am zad da'z kwelet ha n'eo d'az kwelet ne'm eus ket ha n'eo ket n'em eus ket na'z peus ket ha n'eo ket n'az peus ket ra'm digarezo ha n'eo ket r'am digarezo | 10/12/2014 | ||||
hen pe henn, raganv-diskouez | Skrivañ henn > betek-henn, evel-henn, goude-henn, hemañ-henn | 10/12/2014 | ||||
en pe hen, raganv-gour | Mesket eo bet pep tra poent zo bet, henn ha en, skrivet hen o daou. Ar raganv-gour zo da vezañ skrivet en. Sk. “War an douar en taolas”. Erbediñ a ra ar C’huzul skiantel dilezel ar skrivadur hen | 09/12/2015 | ||||
e-biou pe hebiou | Skrivañ e-biou | 10/12/2014 | ||||
a-fet pe a-fed | Skrivañ a-fet | 10/12/2014 | ||||
Yezhadur | ||||||
Ger-mell da implijout dirak ar gerioù amprestet a grog gant j distaget dj | Ober gant ur hag ar > ar jazz > ur jean | 14/11/2012 | ||||
Ger-mell da implijout dirak ar gerioù amprestet a grog gant ts- pe tch- | Ober gant ur hag ar > ar Tsar > ur Tchek Chom hep kemmañ er stumm benel hag el liester : ar Tsarez, ar Tsared ; ar Tchekez, ar Tcheked | 23/04/2014 | ||||
Kemmadur er gerioù a grog gant ps- | Chom hep ober kemmadur ebet er stumm benel pe liester > ar psikologourez > ar psikologourien | 23/04/2014 | ||||
Lakaat ar ger-mell pe get dirak an anvioù annezidi a echu o liester en -iz | Erbedet eo chom hep lakaat ar ger-mell dirak an anvioù annezidi a echu o liester en -iz. Da skouer : "gwelet hon eus Brestiz en deiz all", "Tregeriz zo goapaerien". Pa vez termenet an anv e vez adlakaet ar ger-mell avat : "ar Roazhoniz-se", "an holl Gembreiz". En un heuliad anvioù annezidi e c'hall ar ger-mell distreiñ ivez, diwar genlevezon : "... an Amerikaned, ar Saozon hag ar Gembreiz" | 26/06/2013 | ||||
Implij ar ger-mell pe get en troiennoù evel “à l’école Pêr-Jakez Helias », « la rue Jacques Cartier », « au Lycée Florence Arthaud » | Rankout a reer lakaat ar ger-mell en degouezh-se. Lavaret ha skrivet e vo evel-se : « er skol Pêr-Jakez Heliaz », « ar straed Jakez Karter » hag « el lise Florence Arthaud ». Gallout a reer lakaat da reolenn : Perc’henniezh > ger-mell ebet Astenn doareañ > ger-mell | 09/12/2015 | ||||
Jener ment | Ur ger nepreizh eo ment. Ment, ar vent, daou vent, a vent vras. Diwar-se e vo graet gant daouventek, trimentek | 26/06/2013 | ||||
Kemmadur pe get goude ar ger itron | En titloù ne gemmer ket ar ger a zeu goude itron >itron maerez >itron prezidantez | 10/12/2014 | ||||
Troioù-lavar | ||||||
Mur des lamentations | Derc'hel d'an anv anavezet moger an daeroù | 27/02/2013 | ||||
LOL Laughing out loud, MDR Mort de rire | NAF Nag a fent | 10/12/2014 | ||||
Tipografiezh | ||||||
Pennlizherennoù | Ne lakaer ket a bennlizherenn d'ar ger-mell etre un anv-bihan hag un anv-familh.
Ne lakaer ket a bennlizherenn d'ar ger-mell en anvioù-lec'h e-kreiz un anv-lec'h
Ne lakaer ket a bennlizherenn d'ar ger-mell en ur frazenn pe un droienn
Pennlizherenn d'ar ger-mell er panelloù pe er c'hartennoù pa vez implijet an anv en e-unan
| 14/11/2012 | ||||
Berradurioù an niveroù petvediñ | Kentañ : 1añ Eil : 2l Trede : 3e Trivet, teirvet : 3vet Pevare : 4e Pevarvet, pedervet : 4vet Pempvet : 5vet | 26/06/2013 |
E-touez kefridioù ar C'huzul skiantel emañ stabilaat ha divizout a-zivout reolennoù ar yezh skrivet. Respont a ra da ezhommoù ar vrezhonegerien. Embann a ra ar C'huzul erbedadennoù a denn d'ar c'horpus ha d'ar reizhskrivañ dreist-holl.
Ambroug a ra ar C'huzul skiantel labourioù an OPAB, gallout a ra respont da c'houlennoù ar frammoù kelenn, an embannerien, ar velestradurezh pe an hiniennoù a fell dezho kaout resisadurioù war krafoù yezh a bep seurt.
Divizoù ar C'huzul skiantel a vez lakaet da dalvezout gant skipailh an OPAB hag a vez roet brud dezho evit ma vint anavezet hag implijet gant ar pep brasañ goude-se.