Kinniget e vez traoù e brezhoneg gant ar radioioù, ar chadennoù skinwel hag ar c'hazetennoù ha meur a vedia zo o kemer lañs war Internet.
Ouzhpenn 40 vloaz zo e vez abadennoù brezhonek war ar chadenn bublik Frañs 3. Chomet eo stabil niver an eurioù.
Da-heul taol-arnod TV Breizh e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 ez eus deuet barregezhioù nevez war wel hag aet eo ar brezhoneg war dachennoù nevez (abadennoù evit ar re yaouank). Un toullad bloavezhioù zo eo krog ar chadennoù lec'hel Tébéo, TV Roazhon 35 ha Ty Télé da skignañ programmoù brezhonek ivez.
Hiziv an deiz ez a niver an eurioù brezhonek war greskiñ gant Internet, lec'h ma kaver Brezhoweb a zo ur webTV anavezet gant ar CSA.
Breizhvod ha Breizhvod+ zo ivez evit a sell ouzh ar videoioù diouzh ar goulennoù,
ha lec'hiennoù rannañ abadennoù evel Gwagenn TV ha Kaouenn.net.
Skignet e vez abadennoù brezhonek gant chadennoù lec'hel France Bleu
adalek ma oant bet krouet e 1982.
War an dachenn-mañ ivez eo aet niver an eurioù kinniget e brezhoneg war greskiñ gant Internet abaoe ma 'z eus bet diazezet ar porched Radio Breizh evit ar radioioù kevredigezhel a ra eskemmoù programmoù dre ar c'hevread Brudañ ha Skignañ.
Kavout a reer bremañ ur stumm enlinenn eus ar sizhunieg "Ya!".
Gant al lec'hiennoù kelaouiñ didroc'h Agence Bretagne Presse ha 7Seizh e vez embannet pennadoù brezhonek ingal ivez.
E-barzh doare brezhonek an holloueziadur enlinenn Wikipedia e kaver ivez pennadoù stag ouzh ar c'heleier.