Kinniget e vez traoù e brezhoneg gant ar radioioù, ar chadennoù skinwel hag ar c'hazetennoù ha meur a vedia zo o kemer lañs war Internet.
Gouestlañ a ra Steuñv adperc’hennañ yezhoù Breizh 2022-2027 kreñvaat da vat implij ar brezhoneg er vuhez pemdez ; evit ar pezh a sell ouzh ar mediaoù he deus fiziet Rannvro Breizh en OPAB ar gefridi da sevel ur porched niverel gouestlet d’ar c'hinnig klewelet e brezhoneg.
Evit-se eo eo bet krouet ar porched KLEWELED gouestlet d'ar c’hleweled e brezhoneg, evit lakaat war wel pegen pinvidik ha liesseurt eo an dachenn sevenadurel-mañ. Bodañ a ra ar porched en ul "lec'h" niverel hepken endalc'hadoù brezhonek an oberourien disheñvel a-vremañ. Evel-se e c'hall pep hini, pe e vefe un deraouad pe e ouife brezhoneg mat, kaout ur sell hollek war kement tra produet e brezhoneg ha kavout aes ar pezh a glask en ur z izoleiñ mediaoù pe programmoù all dianav dezhañ a-raok ivez ken buan all.
Ur blegfollenn zo bet savet evit kinnig ar porched, da bellgargañ amañ.

Ouzhpenn 40 vloaz zo e vez abadennoù brezhonek war ar chadenn bublik Frañs 3. Chomet eo stabil niver an eurioù.
Da-heul taol-arnod TV Breizh e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 ez eus deuet barregezhioù nevez war wel hag aet eo ar brezhoneg war dachennoù nevez (abadennoù evit ar re yaouank). Un toullad bloavezhioù zo eo krog ar chadennoù lec'hel Tébéo,TébéSud ha TVR da skignañ programmoù e brezhoneg ivez.
Hiziv an deiz ez a niver an eurioù brezhonek war greskiñ gant Internet, lec'h ma kaver Brezhoweb a zo ur webTV anavezet gant ar CSA.
Breizhvod zo ivez evit ar sell ouzh ar videoioù diouzh ar goulennoù,
ha lec'hiennoù rannañ abadennoù evel Gwagenn TV ha Kaouenn.net.
Skignet e vez abadennoù brezhonek gant chadennoù lec'hel France Bleu adalek ma oant bet krouet e 1982. E 2025 anv ar radio zo deuet da vezañ ICI.
War an dachenn-mañ ivez eo aet niver an eurioù kinniget e brezhoneg war greskiñ gant Internet abaoe ma 'z eus bet diazezet ar porched Radio Breizh evit ar radioioù kevredigezhel a ra eskemmoù programmoù dre ar c'hevread Brudañ ha Skignañ.
Kavout a reer ivez programmoù e brezhoneg war lec'hienn Radio BOA.
Gallout a reer bezañ dizolet podskignadoù e brezhoneg war al lec'hienn Heklev Podkast ivez.
Bez' ez eus 3 c'hazetenn dreist-holl hag a zalc'h da zont er-maez ingal. 

Abaoe deroù ar bloavezhioù 80 ez eus eus ar mizieg Bremañ.

Gall a reomp menegiñ ivez ar gazetenn #brezhoneg, gouestlet d'ar re o teskiñ ar yezh.
E-kreiz ar bloavezhioù 2000 e voe savet ar sizhunieg Ya !
Kavout a reer bremañ ur stumm enlinenn eus ar sizhunieg "Ya!".
Gant al lec'hienn kelaouiñ didroc'h Agence Bretagne Presse e vez embannet pennadoù brezhonek ingal ivez.
E-barzh doare brezhonek an holloueziadur enlinenn Wikipedia e kaver ivez pennadoù stag ouzh ar c'heleier.