Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dielloù

Distreiñ da roll an dielloù

marronnier D'an 26/11/2024

Wikipedia

Pennad kazetenn pe kelaouadenn, a dalvoudegezh izel a-walc'h peurliesañ, war temoù hag a zistro ingal.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
kealmareeg0 vot 0 %
keloù/pennad(où) koulzadek1 vot 7 %
keloù/pennad(où) milmalet6 vot 42 %
keloù/pennad(où) stouv-toull2 vot 14 %
keloù/pennad(où) tro-distro5 vot 35 %

3Diwar-benn ar sontadeg

4Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù4

  • Erwann d'an 11/10/24 e 10h11
    Kinnig a ran : kealmareeg stummet gant keal (keloù, kemenn) ha mareeg (mareadeg) a glot mat a-walc'h a gav din evit marronier keloù a deu dalc'hmat er memez koulz e-kerz ar bloaz. evel, prenadennoù Nedeleg, an distro-skol, ar gwerzh bleunioù en Hollsent ha kement zo. Erwann
  • Bernez d'an 09/10/24 e 16h05
    Ur 'marronnier' zo ur pezh keloù a zistro bep bloaz d'ar memez mare evel kraoñ ar gwez kistin-moc'h justawalc'h. Ur c'heloù tro-distro pe koulzadek...
  • Brieg d'an 03/10/24 e 09h13
    "milmalet" get ar ster-se am eus klevet meur a wezh get Daniel Doujet
  • Olier d'an 02/10/24 e 10h32
    Ur c'heloù stouv-toull da lavaret eo ur c'heloù hag a c'hall bezañ embannet forzh peur, da stouvañ un toull en ur gazetenn da skouer.

Kasit ar pennad-mañ da dud all