hag a vir OUZH ur bugel da vont d'ar skol, da'm soñj.
Olier d'an 20/03/24 e 17h31
Gant "fobiezh" e rafen ivez evit kaout un termen resis. Er yezh emañ dija gant termenoù kevrennek evel "homofobiezh" da skouer, ouzhpenn-se.
Denez d'an 18/02/24 e 10h24
Kinnig a rafen "penn-follentez skol" ur ger hag a ziskouez emañ ar gudenn kentoc'h war-zu an hini a zo tapet gant ar gudenn eget ur riskl liammet gant ar skol. Fobiezh a zo aes da gompren gant ma eo tost ouzh ar ger implijet e galleg hag e saozneg.
Gerard d'an 16/02/24 e 09h51
pe: skolarur ??
Tomaz d'an 15/02/24 e 23h26
efreizh skol, pe efreizh rak ar skol... nann ?
Bernez d'an 15/02/24 e 21h53
Marteze e vefe posupl implij ar ger doan hag a dalv "crainte".tostoc'h d'eus ar ger phobie me gav din met e BZG. Neuze Doan Skol ? Na blij ket din tamm ebet ar ger fobiezh a zo e galleg. Ha doñjer a zo kenbtoc'h "dégoût".
W d'an 15/02/24 e 17h02
phobie scolaire
aon ar skol
Gildas d'an 15/02/24 e 15h44
ar gresianeg kozh "phobos " = 1°"épouvante, fuite, horreur" 2° "crainte".
Doñjer = "dégoût, répugnance".
Gwelloc'h e kavan treiñ gant fobiezh.
Yann-Fañch d'an 15/02/24 e 12h21
"Doñjer skol" n'eo ket fall evit al lodenn vrasañ eus ar vugale tapet gant an istor-mañ, met gant an dro-lavar-mañ e vez laosket da gostez ar santimant a "aon" o deus skolidi zo.
Jil d'an 15/02/24 e 11h35
Dibabet 'm'eus Doñjer met diaes eo bet din dibab, ha perak dibab' benn ar fin, an daou zo mat din... Jil
An evezhiadennoù10