Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

distreiñ d'ar roll

artificialisation des sols D'an 12/10/2021

Obererezh treuzfurmiñ douaroù naturel, parkeier pe koadoù, dre an terkañ (sevel savadurioù, hentoù), e douaroù dizintrus, didreuzus.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
artifisieladur an douaroù9 vot 47 %
dinaturiñ an douar 1 vot 5 %
dinaturiñ an douaroù7 vot 36 %
freuzadur an douaroù2 vot 10 %

6Diwar-benn ar sontadeg

4Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù6

  • Benoni d'an 14/10/21 e 11h27
    Ar rak-ger "di" a dalv "kontrol da" pe "disheñvel diouzh". "Dinatur" a dalv 1: "dinaturel" ha 2: "dinaturet". Gall' a reer ober digudenn g'ar gerioù "dinaturiñ" ('artificialiser'/'artificialisation') hag "adnaturiñ" ('renaturiser'/'renaturalisation').
  • Denez d'an 13/10/21 e 20h43
    Dinatriñ ha freuzadur ne c'hellont ket bout degemeret, n'o deus ket ar memes ster, daoust ma chell un douar artifisieliset bout dinaturet ha freuzet..
  • Bernez d'an 12/10/21 e 23h52
    Mat e vefe c'hoazh displegañ petra eo "ARTIFICIALISATION des sols" ....sur eo, ha n'eo marteze, ne vo sklaer evit toud an dud. Ha hervezon, an diskoulmoù all a zo re dost d’ ar galleg, ur sort gallekadur ! Hag ouzhpenn freuzadur a zo sklaeroc'h (geriadur Favereau : démolissage...) Pezh zo gwir da vad.
  • Benoni d'an 12/10/21 e 11h08
    Arabat krediñ o dez ar gerioù an heñvelep ster(ioù) 'dres en holl yezhoù dre ret ! Gouest eo ar brezhoneg da implijout ur ger evel "dinaturiñ" da skouer gant sterioù fetis pe difetis disheñvel diouzh ar galleg.
  • Benoni d'an 12/10/21 e 10h49
    Ster un ober 'zo g'ar ger "artificialisation" ar pezh vez troet alies-mat e brezhoneg g'un anv-verb. Perak krouiñ ur ger diaes a-walc'h da gompren diwar ar galleg pa c'haller implijout ur ger brezhonek simpl, aes da gompren hag a dalv 'dres ar pezh 'faot deomp lâret ?
  • paol d'an 12/10/21 e 10h32
    Din-me dinaturiñ a chom "dénaturer" ha n'eo ket ur freuzadur hepken dre ma saver a bep seurt terkadurioù. Klask a raer evel-se un efed pozitivel evit an den, a c'hell dont da vezañ noazus evit an natur hag an den da heul diouzh an degouezh. Ar simplañ a gavan eo artifisieladur (artifiç er c'hatolicon gant ar ster "art architectural")

Heuilhit ac'hanomp war

facebook twitter

Lizher-kelaouiñ an Ofis publik

Evit koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ, klikañ amañ.

An evezhiadennoùdiwezhañ

  • 14/10/2021

    matrimoine

    Eviton eo dav disheñvelaat diouzh ar galleg hag implijout [...]

  • 14/10/2021

    matrimoine

    An dalc'h gant ar ger "glad" eo n'eus ket anv eus an "tad" [...]

  • 14/10/2021

    artificialisation des sols

    Ar rak-ger "di" a dalv "kontrol da" pe "disheñvel diouzh". [...]

  • 13/10/2021

    artificialisation des sols

    Dinatriñ ha freuzadur ne c'hellont ket bout degemeret, n'o [...]

a Few information for english speakers