Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Dielloù

Distreiñ da roll an dielloù

storytelling D'an 04/02/2021

Doare kelaouiñ - pe kehentiñ kentoc'h - diazezet war ur prezeg heñvel ouzh danevelloù, istorioù, kontadennoù.

Sontadeg :

Termenoù kinniget Niver a votoù Dregantad
dezrevelliñ6 vot 28 %
kelaouiañ1 vot 4 %
koñchenn0 vot 0 %
kontadenn1 vot 4 %
kontadennaouiñ10 vot 47 %
kontañ marvailhoù2 vot 9 %
storytelling1 vot 4 %

6Diwar-benn ar sontadeg

1Diwar-benn ar c'hinnigoù

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù6

  • Benoni d'an 08/02/21 e 15h24
    Evit respont da Dangi : an anvioù-verb a vez implijet stank e brezhoneg evit troiñ eus ar saoznek an anvioù er stumm verb+ing : "the storytelling" = "ar c'hontadennaouiñ", da skwer. Implijout anvioù-verb a vez ivez an doare aesañ da droiñ ur bern anvioù gallek.
  • Tangi d'an 04/02/21 e 12h52
    Salud deoc'h Storytelling zo un anv ha n'eo ket ur verb daoust dezhañ bezañ tennet doc'h ur verb. Ne rafen ket gant ur verb neuze. "Le storytelling" e galleg ha marteze "toi storytell" pe "toi tell a story" e saozneg
  • Yann-Fañch d'an 04/02/21 e 10h29
    Plijout a rafe din votiñ evit "Kontañ marvailhoù"...
  • Olier d'an 04/02/21 e 09h47
    Ur ster eeun zo bet miret e saozneg gant "storytelling, storyteller" = kontañ marvailhoù, konter marvailhoù.Ur ster all en deus tapet ar ger avat : Le storytelling est une méthode de communication fondée sur une structure narrative du discours qui s'apparente à celle des contes, des récits. Son emploi notamment en communication politique est controversé du fait de l'usage [...]
  • Gireg d'an 04/02/21 e 09h36
    Klask a reer un dra diaes pa 'z eo simpl ar ger e gwirionez. Gwechall e veze kontet istorioù (kontadennoù, marvailhoù...) d'ar vugale. "Kontañ marvailhoù" d'an dud, ken simpl ha tra..
  • Olier d'an 04/02/21 e 09h07
    E galleg ez eus bet kinniget ober gant "mise en récit" pe "accroche narrative"

Kasit ar pennad-mañ da dud all