- Ar rakger "meur" ez eus ul liv pozitivel warnañ, ne glot ket hervezon kennebeut.
- N'on ket sur e komprenan mat ar poell dindan "keurdan", met ma ne faziañ ket emañ hennezh savet war ar rakger "keur-" a vez kavet e-barzh "keureug" (diwar "keur-" (evit "kaour") ha "tan").
Perak implij ar rakger-se a vez kavet en ur ger [...]
Denez d'an 19/10/19 e 18h27
Kavout ar ran "mégafeu", ur ger a renkfen e barzh ar geriaoueg laosk. E wirionez n'eus anv ebet eus un dra hag a c'hellfe bezañ muzuliet ha liammet gant ar wrizienn "méga" ur milion (10 exp 6). N'eo nemet evit lavar eo bras tre an tangwall. A-du on gant mennozh ar ger "Meur", ne soñj ket din e klot mat, setu chom a rafen gant "tangwall [...]
Olier d'an 02/10/19 e 12h19
Gant daou rakger e c'haller ober : meur pe mega.
Un toullad mat a c'herioù zo e brezhoneg dija gant mega. Gant "meur-" e kavan un arliv yael, pozitivel, meurdezus dres. Se zo kaoz e vefen techet d'ober gant mega- . N'eo ken un doare da welet an traoù.
An evezhiadennoù3