O sellout ouzh mentoù ar vag skeudennet, techet e vefen da implijout ar ger "bag" eget "lestr". Stagañ a rafen ar ger "falc'hañ" warlerc'h evit ober "ur vag-falc'hañ". Ur soñj hepken !
Tangi d'an 26/12/18 e 21h25
Din me ul lestr a zo graet da lakaat traoù e barzh ha pa vefe fleur... Tostoc'h din deus vaisselle, vaisseau Amañ gi'-mañ
ur vag a gas da soñjal ' ba' bateau/embarcation kentoc'h, din-me d'an nebeutañ
Fellfe ket din lâret eo mo'-se ' vez graet e kement lec'h ha 'vit ur wech tout 'vel-just
A fed stêrioù en deus pep hini e vod,, pep hini [...]
Tomaz d'an 24/12/18 e 10h38
falc'her-lestr zo gwelloc'h a-fed ster mes a-fed stumm eo fall-put : lavaret vefe ur seurt saoznegach. Gwelloc'h e vefe ober gant : "lestr-falc'hat", neketa ?
Tangi d'an 22/12/18 e 15h01
Pe bag-falc'h ?
Tangi d'an 22/12/18 e 14h29
PS adarre : pe bag-dilouzaouiñ ?
Tangi d'an 22/12/18 e 12h21
PS : din me, korz a zo treujennoù kentoc'h nemet e ran gant korz i'ez deus des fânes (korz patatez)
Aes eo din, neuze, lakaat an delioù, ar bezhin distag ha toud ' pezh a chom war c'horre an dour 'ba'r ger korz
Petra a soñj deoc'h
Tangi d'an 22/12/18 e 12h11
Salud deoc'h
Bez' 'zo deus bag-drag, bag-pesketa, bag-valumeta, bag-vezhina...
Me 'm bije kinniget bag-digorzañ pa vez distrujet korz.
Ne lavarfen ket diraosklañ na sellfe ken 'met dac'h pennduenn.
Gant korz e vez graet amañ deus an holl blant a zifoup maez an dour.
Gireg d'an 21/12/18 e 03h04
falc'her-lestr a zo faziek dre ma ne vezer ket o falc'hañ listri. gwelloc'h e vefe skrivañ lestr-falc'hañ.
Faucarder a zeu eus ar ger faucard ur falc'h vras. Faucher = faucarder.
Daoust ha ne vefe ket mat addigeriñ an enklask-mañ ?
An evezhiadennoù9