Eus petra ez eus kaoz :
An dileuriadur Breizh e Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Publik Tiriadel a lak stummadurioù war ar brezhoneg war-sav, goude kendivizoù gant Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor, Kuzul ar Mor-Bihan ha Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen.
Diwar skodenn eo ar stummadurioù-se : kinniget int e-barzh katalog stummadurioù KBMPT ha ne zegasont ket koustoù ouzhpenn evit ar strollegezhioù.
E 2026 :
16-20/03 - Tañva d'ar brezhoneg
14/04 ha 27/11 - Talvoudekaat ar brezhoneg er strollegezhioù
19-23/10 - Ar brezhoneg evit tud a vicher ar vugaligoù
02-06/11 - Ar brezhoneg evit an dud o labourat gant ar re gozh
Evit muioc'h a zitouroù pe evit lakaat e(he) anv : cecile.luzet[a]cnfpt.fr

















