Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Mont da gelenner(-ez) divyezhek

Deskadurezh 06/10/2014

Ur blegfollenn nevez zo bet savet gant an Ofis Publik e kenlabour gant ar rektoriezh evit brudañ ar vicher a gelenner(-ez) divyezhek.

Tost da 900 kelenner divyezhek zo e Breizh ha gant ar c’hresk a zo en hentadoù divyezhek ez eus ezhomm eus kelennerien nevez bep bloaz.

Er blegfollenn-mañ e vo kavet displegadennoù neuze, d’ar studierien da brientiñ ar genstrivadeg kelenner ar skolioù divyezhek pe ar C’hapes brezhoneg, d’ar gelennerien unyezhek, c’hoant ganto kelenn en un hentad divyezhek, da gavout titouroù ha kas o raktres da benn. Testenioù kelennerien eus an hentad divyezhek a vo kavet ivez ha titouroù diwar-benn ar skoazelloù a c’hell bezañ goulennet (Skoazell ha Desk).

Er blegfollenn emañ merket ivez ar chomlec’hioù da zeskiñ ar yezh dre stummadurioù hir ha chomlec’hioù ar c’hreizennoù a ginnig ar Master MEEF divyezhek pe dre soubidigezh.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0