Eürus-bras eo Ofis publik ar brezhoneg gant an diviz-se, hep mar ebet ur sin a anaoudegezh vras evit hor yezh. Setu bremañ ar brezhoneg e-mesk an 121 yezh kinniget gant Facebook. Evit kemer perzh en treiñ eo ret kaout ur gont Facebook mont war ar bajenn-mañ ha dibab "brezhoneg".
Kement-se zo ur merk a fiziañs kreñv-tre e dazont ar yezh evit an holl rummadoù brezhonegerien yaouank.
Gourc'hemennoù a gasomp da dud Facebook omp bet e darempred ganto abaoe tost tri bloaz evit kas an teuliad meur-mañ da benn vat. Gourc'hemennoù a lavaromp ivez d'ar miliadoù a dud (tost 15 000) a oa emezelet er strollad «Facebook e brezhoneg» dindan un nebeud sizhunvezhioù hepken hag o deus kendalc'het da reiñ lusk ha da zerc'hel ar strollad-mañ bev abaoe 2011.
An trec'h-mañ a ya d'ober, sur ha n'eo ket marteze, an araokadenn vrasañ evit plas hor yezh war ar Genrouedad abaoe ma oa bet savet stumm brezhoneg an holloueziadur Wikipedia e 2004.
Gant savidigezh ar pik .bzh ez eo ar bloaz 2014 ur bloavezh eus ar c'hentañ troc'h evit ar pezh a sell ouzh sked ar brezhoneg war ar gwiad.
An evezhiadennoù0