Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

BTU teiryezhek war ar C’hehentiñ

Web gwelet en he brasañ

Stummañ 02/10/2014

Gant Ensavadur Rondeaux Gwened e vez kinniget ur stummadur Breou Teknikoul Uhel (BTU) teiryezhek brezhoneg/galleg/saozneg war ar c’hehentiñ.

Digor eo d’an holl dud tapet ar Vachelouriezh ganto hag a gomz brezhoneg.
Graet e vez lodenn bleustrek ar stummadur en un embregerezh a bep eil gant al lodenn deorikel a vez graet en Ensavadur.
E brezhoneg e vez roet darn eus ar c’hentelioù.

Ar stummadur-mañ, liammet ouzh ur gevrat micherelaat, a gas war-zu ar vicher skoazeller kehentiñ, den karget eus ar brudañ, al lec’hienn genrouedad, an darempredoù gant ar gazetennerien ha kement zo, en un embregerezh.

Mont e darempred gant : Paskaell Durand : 06 32 61 10 57 - btsvannes.rondeaux@free.fr

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0