Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Ar strollad skolioù Lamennais e Douarnenez a sin Ya d’ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Yann Gwegen ha Lena Louarn

Ya d'ar brezhoneg 16/06/2014

Lid-sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg zo bet dalc’het d’ar Meurzh 10 a viz Mezheven 2014.

Lid-sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg zo bet dalc’het d’ar Meurzh 10 a viz Mezheven 2014 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Yann Gwegen, rener ar skol, an it. Marijo Louboutin, kelennerez war ar brezhoneg, an it.it. Claudine Brossard ha Dominique Tillier, eilmaerezed Douarnenez hag un toullad brav a skolajidi hag a liseidi.

Er strollad skolioù Lamennais e vez bodet skol kentañ derez Sent Aeled, ar skolaj-lise Sant Bleiz hag al lise micherel Santez Elesbed.

E-touez ar 17 ober dibabet gant renerien ar strollad ez eus un toullad anezho a zo bet kaset da benn c’hoazh . Kelennet e vez brezhoneg eus ar skolaj d’al lise. En div yezh e vez skrivet ar c’hartennoù hetoù gant ar strollad skolioù. Implijidi ar framm a embann sinadurioù eletronek divyezhek.

Oberoù all zo war-nes bezañ kaset da benn: raktreset ez eus bet gant al lise micherel kinnig ar brezhoneg evel danvez en un diplom resis, an TGM «ASPT » (Ambroug Servijoù ha Prederioù d'an Dud). Emeur o staliañ panelloù divyezhek en holl savadurioù. Ar responterez hag al lec’hienn genrouedad a vo divyezhek a-benn nebeut ivez.

A-hend-all e vo strivet gant ar strollad skolioù evit digeriñ kentelioù tañva d’ar brezhoneg er skol-vamm hag er c’hentañ-derez ha labouret e vo evit digeriñ un hentad divyezhek.

Un dalc’had teulioù brezhonek a vo savet ivez gant ar KTT (levrioù, CDoù ha DVDoù).

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0