Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Koulzad "Erwan" 2014

Web gwelet en he brasañ

Brudañ 20/03/2014

Roet e oa bet lañs da 3e koulzad "Erwan" d'an 19.03.14 e Klub ar gazetennerien e Roazhon.

Web gwelet en he brasañ

Gant ar C’huzul-rannvro eo bet kefridiet an Ofis Publik da aozañ ur vrudadeg evit ar c’helenn divyezhek abaoe 2012. « Erwan » eo anv ar c’houlzad-se.

Evit an 3e bloavezh e vo gwelet skritelloù bras (4 metr dre 3) e kêrioù pennañ Breizh (Brest, Kemper, an Oriant, Gwened, Sant-Brieg, Roazhon, Naoned ha Sant-Nazer) hag er c'humunioù tro-dro, da lavaret eo 64 c'hêr.

Web gwelet en he brasañ Fulup Jakez ha Lena Louarn.

An dud a c’hall implijout un niverenn bellgomz gouestlet (0820 200 080) da vezañ kelaouet diwar-benn ar skolioù divyezhek tostañ d’o lec’h annez.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0